Dafydd ap Gruffudd
| Reizh pe jener | paotrĀ |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | KembreĀ |
| Anv e yezh-vamm an den | Dafydd ap GruffyddĀ |
| Anv-bihan | DafyddĀ |
| Titl noblañs | Priñs Kembre |
| Deiziad ganedigezh | 11 Gouere 1238Ā |
| Lec'h ganedigezh | GwyneddĀ |
| Deiziad ar marv | 3 Here 1283Ā |
| Lec'h ar marv | ShrewsburyĀ |
| Doare mervel | kastiz ar marvĀ |
| Abeg ar marv | Hanged, drawn and quarteredĀ |
| Tad | Gruffudd ap Llywelyn FawrĀ |
| Mamm | SenanaĀ |
| Breur pe c'hoar | Llywelyn ap Gruffudd, Rhodri ap GruffuddĀ |
| Pried | Elizabeth FerrersĀ |
| Bugel | Owain ap Dafydd, Llywelyn ap Dafydd, Gwladys ferch Dafydd, Dafydd GochĀ |
| Familh | House of AberffrawĀ |
| Micher | monark, brientinĀ |
| Karg | priñs |


Dafydd ap Gruffudd (skrivet Dafydd ap Gruffydd a-wechoù) (war-dro 1238 ā 3 a viz Here 1283) a oa breur Llywelyn ap Gruffudd, hag a voe priƱs Kembre eus miz Du 1282, war-lerc'h marv e vreur, betek 1283 pa voe prizoniet gant ar Saozon, jahinet ha dibennet.
EƱ eo diwezhaƱ roue Gwynedd, petra bennak ma vez graet Llywelyn Ein Llyw Olaf ("Hon friƱs DiwezhaƱ", priƱs diwezhaƱ Kembre) eus e vreur.
Yaouankiz
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]An trede eus pevar mab ar priƱs Gruffudd ap Llywelyn Fawr hag e bried Senana e oa, ha dre-se mab-bihan da Llywelyn Fawr. E 1241 ez eas gant e vreur yaouank Rhodri da ouestl da lez ar roue saoz Herri III Bro-Saoz, hervez un emglev sinet. E 1253 ez eas adarre da lez Herri da ober le a wazoniezh dezhaƱ.
D'an 11 a viz Gouhere 1252 e oa en oad da embann ur garta, dirak e vamm Senena hag eskob Bangor, evel aotrou kombod Cymydmaen,
1255-81
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]E 1255 en em savas gant e vreur Owain Goch a-enep Llywelyn, met trec'het e voent en emgann Bryn Derwin. Bac'het e voe Dafydd, ha dieubet bloaz goude ha degemeret gant Llywelyn en e lez. E 1263 adarre avat e reas emglev gant Herri III a-enep Llywelyn. E 1267 e voe sinet Feuremglev Trefaldwyn hag anavezet Llywelyn evel PriƱs Kembre gant Herri, ha sioulaet Dafydd. Met e 1274 e reas emglev gant ar roue saoz nevez Edouarzh IaƱ Bro-Saoz a-enep da Llywelyn. DimeziƱ a reas da Elizabeth Ferrers, merc'h William de Ferrers, kont Derby, kar d'ar roue.
Brezel 1282-83
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Promesaoù a oa bet graet d'ar priñs Dafydd gant Edward: douaroù a vije roet dezhañ en hanternoz Kembre evit e skoazell. Met ne voe ket roet dezhañ kement tra a c'hortoze. Da Sul ar Bleunioù 1282 e voe arsailhet Penarlâg gant Dafydd, ha setu kroget ar brezel a gasas Gwynedd da get.
Ne voe ket bihan perzh Dafydd er brezel ha pa voe lazhet Llywelyn e Cilmeri, e dibenn ar bloaz 1282, e voe anvet da briƱs e-lec'h e vreur.
E vugale
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- Llywelyn ap Dafydd (marvet e 1287)
- Owain ap Dafydd (marvet wd 1325)
- Gwladys ferch Dafydd (marvet e 1336)
- Un eizh bennak a vesterd, hag en o zouez Dafydd Goch
E varv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'an 28 a viz Mezheven e voe bodet ar Breujoù gant Edward e Shrewsbury ( Amwythig e kembraeg) da varn Dafydd. D'an 30 a viz Gwengolo e voe kondaonet d'ar marv: dre m'en devoa torret emglevioù graet gant ar roue e oa bet kavet kablus a uheldreitouriezh, un torfed nevez krouet, tonket d'ober berzh e-pad kantvedoù.
Da heul an torfed, ar c'hastiz. Nevez ijinet e oa gant Edward e-unan: krouget, divouzellet ha dibezhiet (hanged, drawn and quartered) e vije e enebour.
D'an 3 a viz Here e voe krouget Dafydd, hadiskrouget a-raok mervel. Toulgofet e voe neuze, divouzellet, ha devet e vouzelloù gant un houarn tommet ruz. Bev e oa c'hoazh pa voe stlejet d'al lec'h ma voe dibezhiet e gorf.
Lakaet e voe penn Dafydd war ur peul, e Tour Londrez, e-kichen penn e vreur Llywelyn.
Dont a reas ar c'hastiz-se da vezaƱ boutin hervez al lezenn saoz, hag Edward en roas da daƱva ivez da William Wallace 20 vloaz diwezhatoc'h.
Tiegezh
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]E vreudeur
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- Owain Goch ap Gruffydd, marvet war-dro 1282)
- Llywelyn ap Gruffudd, PriƱs Kembre.
- Rhodri ap Gruffudd (marvet war-dro 1315) married 1) Beatrice, daughter of David of Malpas. 2) unknown. He had a son Thomas ap Rhodri (died 1363) by his second marriage, who was the father of Owain ap Thomas (died 1378).
DimeziƱ ha bugale
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]Dafydd a oa dimezet da Elizabeth Ferrers, merc'h da Guillaume de Ferrers, 5vet kont Derby.
- Daou vab en doe, Llywelyn hag Owain. Bac'het e voent e kastell Bristol: Llywelyn a varvas e miz Meurzh 1338 hag Owain a oa bev c'hoazh e miz Eost 1325. Mennet e oa Edward da ziouennaƱ Tiegezh Gwynedd da viken.
- E verc'h Gwladys, a voe kaset da leandi Sixhills e Lincolnshire, e reter Bro-Saoz, ma varvas en 1336, evel ma oa bet kaset he c'heniterv Gwenllian da leandi Sempringham. O mibien a oa
- E niz Madog ap Llywelyn a gendalc'has gant ar stourm ur pennadig e penn arme Gwynedd.
- Hervez dihelloù zo en dije bet ur mab bastard Dafydd Goch, ha seizh merc'h bastard. Diskennidi Dafydd Goch o deus bevet e Nant Conwy e-pad meur a gantved.
Lec'hanvadurezh
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]Gallout a rafe Carnedd Dafydd, en Eryri, bezaƱ anvet diwar e anv.
Levrlennadur
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]E kembraeg
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- John Davies, Hanes Cymru (Llundain, 1990)
- Ralph Maud, Dafydd Tywysog Olaf Cymru ('Cofiwn', 1983). Cyfieithiad o'r erthygl Saesneg a gyhoeddywd yn Trafodion Anrhydeddus Gymdeithas y Cymmrodorion, 1968.
- J. Beverly Smith, Llywelyn ap Gruffudd, Tywysog Cymru (Caerdydd, 1986)
E saozneg
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]- Bellamy, J. G. The Law of Treason in England in the Later Middle Ages. Cambridge University Press, 1970.
- Maud, Ralph, David the last prince of Wales. The Ten 'lost' months of Welsh History.
- Pryce, Huw (ed.) The Acts of Welsh Rulers 1120-1283 (Cardiff, 2005).
- Smith, J. Beverley Llywelyn ap Gruffudd, 1998, p.579
Liammoù diavaez
[kemmaƱ | kemmaƱ ar vammenn]| En e raok Llywelyn ap Gruffudd |
Dafydd ap Gruffudd Roue Gwynedd 1282-1283 |
War e lerc'h Den ebet |