Mont d’an endalc’had

Emsavadeg Pask

Eus Wikipedia
Emsavadeg Pask
rebellion
Rann eusbrezel dizalc'hidigezh Iwerzhon Kemmañ
Anv er yezh orinÉirí Amach na Cásca, Easter Rising Kemmañ
BroRouaned Breizh-Veur hag Iwerzhon, Iwerzhon Kemmañ
Lec'hDulenn, Kontelezh An Mhí, Kontelezh Gaillimh, Korkig Kemmañ
DeiziadEbrel 1916 Kemmañ
Deiziad kregiñ24 Ebrel 1916 Kemmañ
Deiziad echuiñ29 Ebrel 1916 Kemmañ
Present in workDownton Abbey Kemmañ
Skrid-embann ar republik, Pask 1916

Emsavadeg Pask (iwerzhoneg: Éirí Amach na Cásca, saozneg: Easter Rising) a oa bet un emsavadeg a grogas en Iwerzhon da vare Pask 1916.

An emsavadeg a oa aozet gant an emsaverien republikan da zistagañ o bro diouzh Bro-Saoz diwar-bouez an armoù pa oa Breizh-Veur oc'h en emgannañ war douar-bras Europa. Embann a rejont e oa "British difficulty is irish opportunity". An emsavadeg vrasañ e oa en Iwerzhon abaoe emsavadeg 1798. Padout a reas an emsavadeg, a oa aozet dreist-holl gant an Irish Republican Brotherhood, eus Lun Fask, d'ar 24 a viz Ebrel 1916 betek an 30. Izili eus an Irish Volunteers, renet gant Padraig Pearse, harpet gant an Irish Citizen Army renet gant Séamas Ó Conghaile a lakaas o dalc'h war savadurioù 'zo e lec'hioù strategek e Dulenn hag a embannas krouidigezh Republik Iwerzhon, dizalc'h diouzh Bro-Saoz. Dister e voe taolioù an emsavadeg er peurrest eus ar vro ha c'hwitañ a rejont nemet en Cill Dhéagláin, e Kontelezh Mí. Mouget e voe an emsavadeg goude c'hwec'h devezh emgann. Kaset e voe he fennoù dirak al lez-vrezel, barnet d'ar marv ha lazhet. Dont a reas a-benn an emsavadeg avat da zegas en-dro republikanouriezh Iwerzhon e-kreiz al leurenn bolitikel er vro. Nebeutoc'h evit tri bloaz goude, e miz Genver 1919, e oa aozet an Dáil kentañ ha diazezet da vat Republik Iwerzhon gant stourmerien an emsavadeg chomet bev.

E 2016 eo bet embannet gant Aleksandr ar Gall e Mouladurioù Hor Yezh un dastumad skridoù liesseurt diwar-benn an Emsavadeg en istor Iwerzhon hag he heklevioù e Breizh, dindan an titl Hep frankiz peoc'h ebet. Disklêriadur ar gouarnamant da-c'hortoz a gaver ennañ troet e brezhoneg.