Frans Hals
Neuz

Frans Hals a oa ul livour ha poltredour izelvroat bet ganet en Antwerpen e 1580 ha marvet e Haarlem d'ar 26 a viz Eost 1666). Ur Mirdi Frans Hals zo en Haarlem.
Kelennet e oa bet gant Carel van Mander, hag en Haarlem e chomas a-hed e vuhez, o livañ poltredoù, tud en o unan ha tud a-vodadoù.
Livañ gant ar gontell a rae, a-daolioù tev ha buan.
Gant Rembrandt ez eo unan eus illurañ poltredourien an Izelvroioù en amzer-se.
Priz ar vrud
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Frans Hals zo bet poltredet war ur bilhed bank en Izelvroioù.
Poltredoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Gwaz o terc'hel ur glopenn, 1610-14
- Banvez ofiserien Sant-Jorj, 1616
- Poltred ur gwaz, 1618-20
- Paulus van Beresteyn, 1619-20
- Catharina Hooft gant he magerez, e-tro 1620
- Tri bugel dianav, e-tro 1620
- Poltred un tiegezh, 1620-28
- Polltred priedoù, 1622
- Ar marc'heger mousc'hoarzhus, 1624
- Willem van Heythuysen, 1625
- Maouez yaouank, 1625-30
- Daou baotr o c'hoarzhin, 1626-27
- Banvez ofiserien Sant-Jorj, 1627
- Banvez mgwarded keodedel St Hadrian, 1627
- Ar mulzen, 1628
- An Ever Laouen, 1628-30
- Kompagnunezh ar c'habiten Reynier Reael, 1633-37
- (Munud)
- (Munud)
- Poltred ur gwaz, e-tro 1634
- Sara Wolphaerts van Diemen[1], 1634-35
- Lucas de Clercq, 1635
- Bobbe ar sodez, 1640-46
- Poltred ur gwaz azezet, e-tro 1645
- Jasper Schade van Westrum, 1645
- Familh en ur gweledva, 1645-48
- Tiegezh dek den, 1647-50
- Poltred René Descartes, e-tro 1649
- Poltred ur gwaz, 1657-60
- Poltred ur gwaz, 1660
- Poltred ur gwaz, 1660-63
- Gwaz e dog bouk, 1660-66
- Renerion ospital ar re gozh e Haarlem, 1664
- Renerezed ospital ar maouezi kozh e Haarlem, 1664
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) (nl) Mirdi Frans Hals
- (en) Artcyclopedia
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Diasur eo.
