Nicolás Maduro
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Venezuela |
| Anv e yezh-vamm an den | Nicolás Maduro Moros |
| Anv-bihan | Nicolás |
| Anv-familh | Maduro |
| Eil anv tiegezh en anvioù spagnolek | Moros |
| Deiziad ganedigezh | 23 Du 1962 |
| Lec'h ganedigezh | Caracas |
| Pried | Cilia Flores |
| Bugel | Nicolás Maduro Guerra |
| Yezh vamm | spagnoleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | spagnoleg |
| Lec'h bac'hañ | Metropolitan Detention Center Brooklyn, Metropolitan Detention Center Brooklyn |
| Kondaonet evit | goubrenerezh |
| Kondaonadur | toullbac'het |
| Tachenn labour | political activity, politiker, state socialism |
| Lec'h annez | Miraflores Palace, Metropolitan Detention Center Brooklyn |
| Strollad politikel | Fifth Republic Movement, Partido Socialista Unido de Venezuela, Revolutionary Bolivarian Movement-200, Liga Socialista de Venezuela |
| Bet war ar renk da vezañ dilennet | 2013 Venezuelan presidential election, 2018 Venezuelan presidential election, 2024 Venezuelan presidential election |
| Relijion pe kredenn | Iliz katolik roman |
| Ideologiezh politikel | Chavism |
| Darvoud-alc'hwez | capture of Nicolás Maduro |

Nicolás Maduro Moros, ganet d'an 23 a viz Du 1962, zo ur politikour venezuelan ha 46vet prezidant ar vro abaoe 2013. Bet e oa Ministr an aferioù diavaez etre 2006 ha 2013 ha besprezidant Venezuela etre 2012 ha 2013, dindan Hugo Chávez. Adalek 2014 ez eo lakaet diaes gant manifestadegoù lies ha niverus a-enep dezhañ hag ar chavelezh. Emsavadeg pobl 2017 he deus lakaet war-wel anat un troc'h er gevredigezh etre ar chavisted harpet gant al lu en un tu hag ul lodenn brasoc'h-brasañ eus ar gevredigezh o c'houlenn kemmoù politikel hag ekonomikel buan e-pad m'emañ ar vro o vont war rivin. En holl ez eus bet lazhet 163 den e-pad ar manifestadegoù e 2019.
Gant an darn eus ar broioù eo gwelet Maduro evel un den e penn ur gouarnamant aotrouniek, floder en dilennadegoù, torfedour a-enep gwirioù mab-den, breinet, ha gant un aotrouniezh reut en ekonomiezh. Etre 2013 ha 2023, Venezuela a zo diskennet eus 42 plas er Press Freedom Index.[1] Hervez an istimadurioù gant Aozadur ar Broadoù Unanet ha Human Rights Watch, e-kerzh ren Maduro, ouzhpenn 20 000 a dud a zo bet lazhet er-maez eus ar justis ha seizh milion a venezueliz a zo bet rediet da derc'hout diouzh ar vro.[2][3][4] Kefridi an ABU e Venezuela en deus embannet e oa ar sistem justis o koll e zizalc'hiezh; ar c'hefridi en doa embannet ivez e oa lies an torroù lezennel, evel gant oberezhioù politikel eeun er barnadennoù, ha degemeridigezh prouennoù bet kavet dre jahinerezh.[5][6][7] Meur a chadenn skinwel er vro a zo renet gant ar Stad, ha n'eo ket aotreeten un doare leun ar c'heleier hag a zo a-enep ar gouarnamant.[8] E 2018, ur bodad savet gant an Organización de los Estados Americanos (OAS) en doa embannet e vije bet eus torfedoù a-enep an denelezh e Venezuela e-kerzh ren Maduro. E 2021, burev prokulor al Lez-kastizañ Etrebroadel en doa embannet digoradur un enklask war Venezuela.[9] Maduro a nac'h an holl klemmoù graet d'ar vro hag a embann eo ur c'habalerezh gant Stadoù-Unanet Amerika evit krouiñ un enkadenn e Venezuela gant ar pal kemm ar gournamant.[10][11]
E-kerzh bombezadeg Venezuela gant Stadoù-Unanet Amerika e 2026, Donald Trump en doa embannet e oa bet harzet Maduro gant e wreg Cilia Flores. Ar besprezidantez venezuelat Delcy Rodríguez he doa embannet evel respont e oa kollet Maduro hag e wreg hag en doa ezhomm da gaout "prouennoù buhez".[12]
Nedeleg
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]N'eo ket ral e vije kemmet deiziad nedeleg gantañ. Abaoe ar bloavezh 2019 eo eñ hag a choaz an devezh da lidañ nedeleg hag a c'hell bezañ e miz Here, Du pe Kerzu [13] [14]
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Patrom:Cite website
- ↑ Venezuela Events of 2022. Patrom:Webarchive Human Rights Watch. 2022.
- ↑ Venezuelan 'death squads' killed thousands and covered it up, UN says (5 July 2019).
- ↑ Venezuela situation.
- ↑ "Venezuela's justice system aiding repression: Human rights probe", United Nations News (16 September 2021).
- ↑ Venezuela judicial independence deeply eroded: UN rights experts (20 September 2021).
- ↑ Banwait, Harjyot (19 September 2021). Venezuela's Justice System Perpetuating Human Rights Abuses (en-US).
- ↑ Nugent, Clara (16 April 2019). "Inside the Battle to Get News to Venezuelans". Time. Archived from the original on 17 April 2021. Retrieved 17 April 2019.
- ↑ Venezuela faces landmark ICC investigation over alleged crimes against humanity (4 November 2021).
- ↑ Venezuela rejects U.N. report detailing rights abuses, torture allegations (en)(2022-09-26).
- ↑ News, A. B. C.. Venezuela President Nicolas Maduro accuses US government of fabricating a crisis to start war in South America (en).
- ↑ Venezuela latest: Trump says US has 'captured' President Maduro in strikes on country - latest (en-GB)(2026-01-03).
- ↑ (fr) https://www.ouest-france.fr/monde/venezuela/de-la-joie-de-lactivite-nicolas-maduro-avance-encore-noel-au-1er-octobre-au-venezuela-ef3d8eec-8d5a-11f0-993e-d26697f22bf2
- ↑ (es) https://elpais.com/internacional/2025-09-09/nicolas-maduro-vuelve-a-adelantar-al-1-de-octubre-el-inicio-de-la-navidad-en-venezuela.html